(©Patrick Ewen 1992)

Ur wech e oa ur werc'hez elfenn
Steredenn o parañ en deiz
He mantell wenn broded aour
He botou gant arc'hant
War he zal e oa ur steredenn
War he bleo ur sklerijenn
Vel an heol war ar bodou aour
En Lorienn ar goantenn

War vord ruillou dour an Nimrodel
E-tal an dour sklaer e strike he mouezh
Evel eul lamm dour arc'hant
Er poull dour lugernus
Hir a oa e blev ha gwenn e diwrec'h
Ken koant ha ken disalc'h e oa
Hag en avel a yee ken skañv
Hag an deliennou till

Den ne oar e-pelec'h 'ma kantren bremañ
En heol pe en devalijenn
Rak er meneziou voe kollet
Gwechall-gozh an Nimrodel

Comments